Dispac'h Gall 1848

Lamartine dirak ti-kêr Pariz d'ar 25 a viz C'hwevrer 1848 o nac'hañ ar banniel ruz.

Dispac'h Gall 1848, anvet a-wechoù « dispac'h C'hwevrer », a vez graet eus an trede dispac'h gall goude Dispac'h Gall 1789 hag hini 1830. E Pariz e oa bet an darvoudoù etre an 22 hag ar 25 a viz C'hwevrer 1848.

Diwar atiz ar frankizourien hag ar republikaned, ul lodenn eus pobl Pariz (e-tro 3 000 den a-ziwar 1 milion a annezidi), en em sav a-enep ar rouantelezh er gêr-benn. Louis-Philippe, a nac'h lakaat tennañ warno. Rediet e voe da reiñ e zilez evit e vab-bihan, Philippe d'Orléans, d'ar 24 a viz C'hwevrer 1848.

Ar memes devezh, da 3 eur goude merenn, e oa embannet an Eil Republik gant Alphonse de Lamartine, ha reveulzierien Pariz. War-dro 8 eur noz, ur gouarnamant da c'hortoz a zo e penn ar vro. Fin Monarkiezh Gouere eo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search